une chanson que j'ai trouvée:
Gwechall pa oan bihan, bihan en ti ma zad
Me oa ur bugel, ur bugel savet mat
Pa oa me deut en oad da dennan man bilhed
Setu me partiet dan gomans ma c'honje
Lutanant, kabiten, a debr ar bara gwenn
Ha me paour-kaezh soudard a debr ar bara brenn
Lutanant, kabiten, a ev gwin ha bier
Ha me paour-kaezh soudard ev gwin deus ar rivier
Lutanant, kabiten, a gousk war ar plunv fin
Ha me paour-kaezh soudard gousk war an douar yen
Me ma un ostizez a oa d'am c'helennet
Laerezh arc'hant d'ar batri ha dizertin gante
Pa oan o tizertin, o tizertin gante
kentan den rankontren a oa ma c'habiten
Me o tapout ma fuzuilh hag ivez ma sabrenn
kentan taol a skoen, lahen ma c'habiten
Setu me kondamnet da vean fuzuilhet
Ur mouchouer godell seiz gwenn dre ma daoulagad mouchet
Tri denne barzh n em fenn, tri all en em c'halon
Kentan den a denne oa ma brasan mignon
O c'hwi kamarado, d'ar ger c'hwi c'h ayo
Ne laret ket d'e vamm penaos a vo maro
C'hwi a laro dezhi a vo partiet
D'ober ur c'hampagn en tro pad e vuhez